Emgann Valmy | |||
---|---|---|---|
La bataille de Valmy, gant Horace Vernet (1826) | |||
Deiziad | 20 a viz Gwengolo 1792 | ||
Lec'h | Etre Sainte-Menehould ha Valmy (Marne) | ||
Disoc'h | Trec'h Bro-C'hall Torridigezh ar roueelezh | ||
Brezelekaerien | |||
| |||
Pennofiserien | |||
| |||
Nerzhioù | |||
47 000 soudard | 34 000 soudard | ||
Kolloù (Lazhet pe c'hloazet) | |||
300 (0.65 %) | 184 (0.54 %) | ||
Kartenn an emgann | |||
49° 04' 46" N – 4° 45' 56" R | |||
Emgann Valmy (galleg : bataille de Valmy, affaire du camp de la Lune ; alamaneg : Kanonade von Valmy), a oa bet ar c'hentañ trec'h anat gant an arme c'hall e-pad brezelioù ar Reveulzi hag a voe kroget goude ma voe pilet monarkiezh ar Vourboned. D'an 20 a viz Gwengolo 1792 an arme brusian gant Duk Brunswick en he fenn a oa o vont war-zu Pariz. Ar jeneraled c'hall François-Christophe Kellermann ha Charles-François Dumouriez a zeuas a-benn da dalañ ouzh an araokadenn brusian e-kichen kêriadenn Valmy lec'hiet er reter da Bariz, er Marne hiziv.
Mizoù kentañ brezelioù ar Reveulzi c'hall — lesanvet goude-se kentañ kengevreat — ar gouarnamant gall nevez a oa tost diziaz ha dreist-holl gant un dazont diasur. Dre-se, an trec'h bihan e Valmy a voe deuet da vezañ un trec'h speredel dibar evit an dispac'herien. Disoc'h an emgann a oa bet unan burzudus hag a voe lakaet war-raok evel ur c'holl meur gant an arme prusian. Goude an emgann, ar vodadeg vroadel a oa bet roet nerzh a-walc'h dezhi evit dikslêriañ fin ofisiel ar vonarkiezh c'hall met ivez donedigezh ar c'hentañ republik. Valmy a ro un harp anat d'ar reveulzi ha setu perak eo chomet evel unan eus an emgannioù pennañ en istor Mab-Den.